26 août 2020

Dael Meur Breizh

Kemennadenn 25/08/20

 

                                                                                       

 

Ur gentel vuhez ha brezhonek evit an U.D.B.

 

Daelourien dilennet Breizh, ha bodet ent-demokratel e-barzh an Dael, enframm brezhon dizalc’h ha digor d’an holl Vrezhoned, o deus bet ar souezhadenn fall da lenn ur gemennadenn a-berzh an U.D.B. embannet foran d’an 23 a viz Eost 2020.

 

Raktreset en deus an U.D.B. embann ul levrig war-dro 50 pajenn – pezh a zo dister e-keñver ar miliadoù a bajennoù bet produet gant an Dael abaoe e gelc’hiad kentañ e 2016 – e-lec’h ma rofe da anavezout petra ‘vefe, hervez ar strollad emrenour gall-se, « gall » peogwir ne venn ket kuitaat stern politikel ar Frañs, un Dael Breizh ganto. Amañ emañ ar fazi gros, ha ratozhet eus o ferzh, a zo da vezañ komprenet : Troet o deus « Assemblée de Bretagne », anv ar raktres orin diwanet diwar spered tort ar rannvro « Bretagne », gant « Dael Breizh », hag evel-just ne c’hell bezañ nemet ratozhet pa ‘z eus endeo eus un Dael Breizh, eleze hon hini, miret ha disklêriet e anv en I.N.P.I.[1], ha re anavezet gant an U.D.B. p’o doa nac’het e renerien, e deroù hon avañtur, kemer perzh ganeomp abalamour da vezañs un emsaver o tont eus ar strollad broadelour Adsav – eleze abalamour ma nac’he an U.D.B. kemer perzh en un Dael brezhon ha demokratel ! Peadra a vez da c’hoarzhin bepred diwar goust ar sodion, ar pezh na raimp ket pa ‘z omp-ni tud digor ha seven.

 

Penaos na verzout avat o dije brezhonegerien an U.D.B. dibabet ar ger « dael » evit treiñ ar galleg « assemblée » pa oar pervezh kement deraouad a ve war deskadurezh ar yezh vrezhonek e lavarer « assemblée » gant ar ger brezhoneg « bodadenn » ? N’eus nemet sellout ouzh an enframm gall brudet-mat anvet « l’assemblée nationale » a vez troet digudenn gant kement den mat a vefe gant « ar vodadenn vroadel ». « Dael », avat, ger brezhonek kozh ha nevez tennet e-maez e ankoun gant atebeien an Dael, a dalvez evit « parlement », da lavarout eo ur vodadenn ma kaver tud dilennet war-eeun gant ar bobl, anvet daelourien, pe parlamantourien a-wechoù, hag int da dabutal, da rendael, da gendivizout ha da gemer divizoù evit dazont politikel ar Vroad, vrezhon.

 

Evel-se e c’houlennomp sklaer ha foran da renerien an Unaniezh Demokratel Breton daskemm ha reizhañ o zroidigezh eus « Assemblée de Bretagne » e « Bodadenn Breizh[2] » a-benn ma vo dereat a-fed troidigezh, hag a-benn ma ne vo touellet den ebet. Un Dael a zo bet savet e Breizh seulabred, anvet ent-ofisiel Dael Meur Breizh, un Dael hag a sez pep miz, hag a gemer divizoù, hag a vot lezennoù, hag a zo enframmet e-barzh ar gevredigezh Kelc’h An Dael a zo hi hec’h-unan ezel eus an U.N.P.O.,[3] a zo bet degemeret e Glasgow, e Genève, e Brusel !

 

Ra ouio mat pep Brezhon kement-mañ : An U.D.B. a zo ur strollad demokratel a c’hoari gant reolennoù an demokratelezh c’hall, pa ‘z eus eus Dael Meur Breizh un Enframm Broadel Brezhon a ra gant reolennoù an demokratelezh vrezhon. E-se ez adlavaromp da bep hini e c’hortozomp ar Vrezhoned, eus an tu-kleiz d’an tu-dehoù, da vezañ dilennerien evit an Dael, da votiñ evit an danvez-daelourien pep tri bloaz, ha d’en em ginnig zoken evel danvez-daelourien evit difenn o mennozhioù brezhon. An demokratelezh vrezhon a zo dizalc’h diouzh an hini c’hall dre m’eo brezhon. Daelourien dilennet hag anavezet an Dael Meur a labour war Kustum Kozh-Meurbet Breizh, etre traoù all, e-liamm eeun gant hon hengoun politikel breizhat. Hogen, an « Assemblée de Bretagne », da lavarout mat « Bodadenn Breizh », a zo un intrudu diwanet diwar ar rannvro Bretagne ha n’en deus mann ebet da welout gant buhez Breizh ha buhez an Emsav. Un touell n’eo ken a-benn koll ha disrannañ ur wech ouzhpenn ar Vrezhoned.

 

Ra vo lemm e lagad da Yann Vrezhon, Yann Stourmer, Yann Emsaver, evit didoueziañ ar gwir diouzh ar gaou, hag evit kompren ne c’hall bezañ eus an demokratelezh vrezhon dieub nemet e stern un enframm brezhon dieub : Dael Breizh, bet krouet ervat e 2016 a-drugarez da Gelc’h An Dael. Trugarez a fell deomp lavarout d’an U.D.B. memestra evit ar vruderezh a ra deomp pa implij hon anv ha pa redi ac’hanomp da skrivañ kement-mañ, ha kelaouiñ e renerien war un dro e c’hellfe koustañ tri bloavezh toull-bac’h ha 300.000 euro tell-gastiz alouberezh re bell hon anv disklêriet hag anavezet betek en arallvro.

 

 

Unanet evit Breizh

 

 

 

 

[1] Institut National de la Propriété Industrielle.

[2] Pe « Bodadenn Vreizh » hervez yezhourien ‘zo.

[3] Unrepresented Nations and Peoples Organization.